E vuhez
yaouankiz
Claude Monet zo ganet e Pariz d'ar 14 a viz Du 1840. Eil mab Adolphe ha Louise-Justine Aubrée e oa. Badezet e voe evel Oscar-Claude e Notre-Dame de Lorette, met Oscar eo a veze graet anezhañ gant e dud[1]. Diwezhatoc'h e lavaro e oa ur gwir Barizian anezhañ dre ma oa ganet e holl dud-kozh e Pariz. Pemp bloaz e oa e 1845 pan eas an tiegezh d'an Havr, da Normandi. Er skol, Oscar a oa troet muioc'h gant an tresañ eget gant ar studi. Heuliañ a ra kentelioù Jacques-François Ochard, bet diskibl d'al livour David. Kentañ skeudennoù a dresas a oa ludresadennoù